Hon peul kentañ
An adsavidigezh er bed

Ar pal ?
En em santout skoazellet ha kreñvaet dre gompren ez eus miliadoù, zoken milionoù a dud, e-touez liesseurted digredus ar minorelezhioù yezhel dre ar bed, o adlakaat o yezhoù hengounel en o lignez evit ma ne santfec’h ket mui hoc’h-unan en ho dibab yezhel ha dirak ur menez dic’hortoz. Stourmerien Yezhoù all a zo bet eno.
Perak ?
• Kompren emañ hor yezh muioc’h-mui en arvar hag eo an adlakaat er familhoù an doare nemetañ ha galloudusañ da warantiñ un adsavidigezh yezhel start, don ha padus.
• Gouzout ez eus Stourmerien Yezhoù Etrebroadel all : n’omp ket ar re nemeto o tremen dre ur prantad adlakaat ar yezhoù er familhoù.
• Kelaouiñ diwar-benn al luskadoù etrebroadel evit adsevel ar yezhoù e-touez meur a boblañs henvroat, minorelezhioù, pe c’hoazh yezhoù aet da get penn-da-benn, o deus lakaet an treuzkas dre familh evel an ober kreiz a ziviz adsevel ur yezh a-bezh.
• Dre-se e c’hallit sentiñ bezañ d’ur gumuniezh hollek a gerent hag a zo er memes argerzh hag ar gerent engouestlet a zo hor 1000 familh.
• Bezañ kelaouet diwar-benn berzh ar raktres KMK e Zeland-Nevez (a oa aet pelloc’h eget 1 500 familh e miz Genver 2025) e kumuniezh Māori Kāi Tahu : an endro lec’hel, an traoù a denn d’o kudennoù dezho, o arc’hantaouiñ dezho, pe o doareoù da aozañ ha da sevel ar raktres.
• Lakat titouroù da dreiñ evit komz diwar-benn ar pobloù henvroat all hag ar yezhoù minorelaet gant ho pugale (ha gant ar re tro-dro deoc’h) evit ma c’hellfent liammañ ganto ha kompren gwelloc’h kudennoù an endro yezhel lec’hel ha hollek a-vremañ.
Penaos ?
• Dre ar prezegennoù kinniget gant skipailh 1000 Families Challenge en ho kevredigezh, ensavadur, aozadur stummañ brezhoneg h.a.
• Dre an dibab levrioù ha danvezioù kelaouiñ kinniget gant ar skipailh.
• Treuzkas titouroù dre gannaded ar gerent d’ar gerent a grog gant ur raktres yezh en o zi.
• Krouidigezh ur skourr skoazell etrevroadel (e saozneg), o vezañ savet gant ar Raktres Yezhoù En Arvar (ELP), hag a labour gant ar skipailh 1000 Familh.