Hon pemvet peul
Kumuniezh ar 1.000

An dalc'h ?
Krouiñ banneoù soubidigezh e Breizh a-bezh (hag e lec’hioù all), savet gant kannaded ar gerent, kerent engouestlet, prezegennerien didrouz (pasivel) koulz ha n’eus forzh peseurt prezegenner oberiant a-benn skoazellañ ar familhoù o kregiñ gant an argerzh met ivez reiñ an tu dezho da grouiñ ur rouedad, ur gumuniezh a genskoazell, ha rannañ kelaouiñ evit ma ne vefe ket bresk ha digenvezoc’h ar familhoù a dreuzkas ar yezh.
Perak ?
• N’en em santomp ket mui hon-unan en hon dibaboù, n’omp ket mui ur Gerent Brezhoneg distroll.
• Kaout skouerioù dre gannaded ar gerent a greñva hon divizoù, a gas ac’hanomp, a zinec’h ac’hanomp hag a skoazell ac’hanomp.
• Tennañ gounid eus barregezh pep hini ha bevañ soubet er yezh e-keit ma resever ur c’helenn ma’z omp o kregiñ, evit bevañ ar Surentez Yezhel.
• Merzout a ran ez eus Stourmerien Yezh em c’hichen a c’hellan kejañ ganto evit sikour an eil egile, ha bevañ mareoù leun a Faktor A (Karantez, Arz, Plijadur) evit enframmañ aesoc’h ar yezh dre ar soubidigezh, a-drugarez d’ar gumuniezh skoazell-se a sikour da virout ar yezh bev.
Penaos ?
• Strolladoù “1000 Familh” lec’hel savet gant skoazell ha bezañs kannaded ar gerent (Posupl eo sevel kartenn ar Strolladoù 1000 Familh lec’hel).
• E-barzh ar strolladoù lec’hel, implij un argerzh MAP enframmet gant skoazell ur c’hannad kerent ma’z oc’h o teskiñ ar yezh evit mont e-barzh ur “Strollad 1000 Familh Lec’hel” en un doare sur ha kreñvaat ho barregezhioù war an eztaol yezh dre an obererezhioù kinniget gant ar Strollad Lec’hel.
• Ar Strolladoù 1000 Familh lec’hel a c’hell pe a zlefe tostaat/kevreañ gant frammoù brezhoneg pe soubidigezh lec’hel (Tiez Ar Vro, Emglev, Kreizenn Sevenadurel, Abadenn Sevenadurel, Fest-Noz lec’hel, Aozadur Stummañ Brezhoneg pe Kentelioù-Noz, Diwan pe Skol Divyezhek, Kelc’hioù Keltiek, embregerezhioù a labour e brezhoneg, h.a.) evit mont e darempred gant ar pezh a zo e plas dija evit gwellaat e efedusted.
• Ar c’humuniezhioù skoazell niverel dre ar rouedadoù sokial hag o mesajerezh prim. Implijomp anezho evit lakaat an dud da anavezout, evit brudañ ha kelaouiñ diwar-benn obererezhioù ar strolladoù.