Matyas Le Brun – Mazeaz
Fondateur, coordinateur et directeur du projet
A-dreñv raktres 1.000 familh
Awenet eo bet Daeadenn ar 1.000 familh eus kevredigezh Māoriek KMK (Kotahi Mano Kāika), treuzkaset evit ar brezhoneg gant Mazeaz (Matyas Le Brun e galleg).
Labourat a ra abaoe muioc’h eget 15 vloaz gant kummuniezhoù henvroidi / minorelaet er bed. Lakaat a ra e varregezhioù tro-dro d’an adsavidigezh ha d’an deskadurezh evit sevel ha labourat gant 1.000 familh.
Dougennet eo ar raktres gant ur gevredigezh graet gant kerent, komzerien, yezhoniourien, tud a youl-vat hag ivez kevelerien sevenadurel, ac’hantel ha kevelerien lec’hel. Ober a reomp evit un dra nemetken: Treuzkas ar Brezhoneg er familh (tud-bugale, tud kozh-bugale vihan, komzerien all-bugale, komzerien a vihanig pe didrouz- bugale).
Frammet e vez ar gevredigezh tamm ha tamm e vez familhoù engouestlet, pe perzhidi o liammañ ar raktres, e vez komprenet ar pal diazez gant an emsavadurioù hag e vez savet tud a youl vat.
Daeadenn ar 1.000 Familh a zo ul labour a stroll, kemerit perzh ganeomp evit lakaat anezhi da greskiñ: Bezañ e-barzh ar strollad, dont da vezañ a youl vat pe keveler !
Izili ar burev

Essyllt LOUARN
Prezidantez

YOUENN PHILIPPE
Eil Prezidant

EriKa BErthou
Sekretourez

VERONIKA Meunier
Eil Sekretourez

BErtrand Hugo
Teñzourer

ROBIN Briend
Pal ar gevredigezh (mellad 2) :
Brudañ ha talvoudekaat ar brezhoneg dre dreuzkas ar familhoù ; Sikour ar familhoù a gomz pe a fell dezho komz brezhoneg gant o bugale hag o bugale-vihan ; Brudañ, treiñ, ha skignañ dafar deskadurezh, skiantel, yezhel ha sokioyezhoniel, arzel, hag ensavadurel diwar-benn kudenn treuzkas ar brezhoneg e Breizh hag er bed a-bezh.
Burev marilhet (mellad 3) :
E Penn-ar-Bed emañ ar burev marilhet e 45 Kervel, 29460 Hanvec.
Ils nous soutiennent dans cette aventure
Gwennyn
Chanteuse, compositrice, auteure de Breizh a Live et maman bretonnante
Darren Solomon
Sociolinguiste, coordinateur de KMK, parlant Te Reo Māori à ses enfants
Katell chantreau
Docteure en Science de l’Éducation auteure d’une thèse sur la transmission du breton en famille