Hon trede peul

Ostilhoù evit skoazellañ

An dalc'h ?

Sikour ar gerent gant ostilhoù tennet eus an neuroskiantoù afektivel ha sokial, ar furnez hendadel, ostilhoù kelenn oberiant hag evel just ar Vāoried dre aozadur KMK, asambles gant ar pezh a ouzomp diwar-benn an divyezhegezh hag ar plastikelezh empenn evit kinnig un eil yezh d’ar vugale evit ma ne gomprenfe ket hor stourmerien yezh, ar gerent, pa zilezfe o fiziañs, pa zilezfent o fiziañs pa vezont dilezet o c’houzañv ment ar gefridi.

Perak ?

•⁠ Bezañ heñchet war-zu ar gwellañ dibaboù deskiñ yezhoù diouzh ma c’hefluniadur personel.

•⁠ Rakwelet diorren ar yezh gant ma bugel bemdez, bep sizhun, bep miz ha bep bloaz en ur dreuzfurmiñ ma boazioù gant dousder.

•⁠ Kompren empenn ar bugel hag e ziorren dre an neuroskiantoù, evit digeriñ barregezhioù estaoliñ ma c’herentelezh. 

•⁠ Kompren hag ostilhoù ar bedagogiezhioù  pozitivel pe disheñvel ha trugarezus a sikour da grouiñ liammoù.

•⁠ Kaout ostilhoù fetis hag aes da implijout war ar bemdez dre teknik ar pazennoù bihan.

•⁠ Krouiñ ma obererezhioù ha ma fratikoù diazezet war ar faktor A (Karantez, Arz, Plijadur) diouzh kefluniadur ma familh, ma lec’hiadur, hag ar pezh a blij din treuzkas.

•⁠ Dre gompren empenn ar bugel e c’hellan kompren ma hini e memes koulz evit tizhout muioc’h a emglev er familh ha kregiñ gant un avantur kerentel nevez.

⁠•⁠ Bezañ skoazellet a-fet moral en ho doare da vont en-dro, dreist-holl pa vez kollet ho startijenn pe c’hoazh pa vez douetañsoù bras, ha krouiñ un endro selaou oberiant diwar benn petra eo sevel ho pugel en ur yezh ha n’eo ket – alies-tre – o yezh-vamm hag an diaesterioù a c’hell dont diwar se.

Penaos ?

•⁠ Skoazell kannaded ar gerent hag o skiant prenet (ur feur mennozhel 1 bep 5 familh a c’haller kemer e kont) dre ar Strolladoù Lec’hel “1000 Familh” hag ul linenn bellgomz.

•⁠ Ul linenn “Ezhomm Sikour?” dre bellgomz pe video kinniget gant izili a-youl vat ar Challenge a fell dezho skoazellañ ar Gerent Engouestlet, dreist-holl ar re na gomzont ket ar yezh c’hoazh pe a zo o teskiñ.

•⁠ Ur programm stummañ 7 pazenn (evel ar c’hoari yezh) a ro tro d’ar gerent da vezañ skoazellet hiniennel hag a-stroll en o argerzh hag en o mestroniañ an ostilhoù (da vezañ savet gant aozadurioù stummañ a ginnig kentelioù noz, stummadurioù hir pe kentelioù yezh all evit an dud deuet).

•⁠ Labourat a-dost gant un ti-embann e Breizh evit treiñ hag embann levrioù evit ar vugale hag an dud deuet e brezhoneg a denn d’ar Gerent Oberiant, Pozitivel ha Trugarezus dre sell ar bedagogiezhioù tennet eus an Neuroskiantoù Afektivel ha Sokial.

•⁠ Erbediñ dafar da lenn, ne vern peseurt yezh, a sikour da gompren ha da enframmañ ostilhoù ha doareoù nevez, pe e vefent liammet ouzh an divyezhegezh pe ouzh ar c’helenn.

Soñjit bepred : ar Vāoried o deus graet, ni ivez !

Facebook