DEUIT DA VEZAÑ UR C'HEVREADER

Evit kendrec’hiñ, heñchañ, harpañ ar gerent a ya d’ober ar 1000 Familh e vo ezhomm eus Breizh a-bezh… hag ar bed zoken.

1000 Familh zo ur c’hensevel gant ar gerent, met ivez gant an holl ensavadurioù a fell dezho en em lakaat e-barzh ha reiñ da c’houzout emañ Breizh o vont e-barzh ur prantad nevez a adsavidigezh yezhel.

Ar raktres-se a c’hellfe mat-tre bezañ astennet d’ar gallaoueg, ar brezhoneg all. Ma fell d’ur rener raktres pe d’un diorroer en em vodañ e c’hallfemp strollañ hon nerzhioù ha zoken kas war-raok al liesyezhegezh e brezhoneg, gallaoueg, galleg, saozneg.

Kevreaderien int dija !

Skipailh 1000 Families Challenge a labour a-dost gant aozadurioù e Breizh, Zeland-Nevez (KMK), hag etrebroadel (ELP).

Kotahi Mano Kāika, Kotahi Mano Wawata (KMK) eo ar raktres en deus awenet ar “1000 Families Challenge”. Un aozadur eus Zeland-Nevez bet krouet e 2000 hag a ren ar raktres KMK (1000 Familh, 1000 C’hoant) evit broudañ, heñchañ ha skoazellañ ar familhoù Māori a gomz Kāi Tahu da adwelet o yezh hengounel ha da gomz anezhi en o zi gant o bugale. E miz Genver 2025 ez eus bet ouzhpenn 1 500 familh o kemer perzh er raktres e-pad 25 bloaz.

>> Skoazellañ a reont ac’hanomp dre ginnig deomp an tu da adsevel o mennozh, da rannañ o barregezhioù, o skiant-prenet, ha da dremen dre eskemmoù video niverus. Heuliañ a reont hor raktres, kuzuliañ a reont ac’hanomp ha broudañ a reont ac’hanomp gant ur galloud bras.

Ar raktres yezhoù en arvar (ELP) zo ur c’henlabour hollek etre aozadurioù yezhoù henvroat, yezhoniourien, ensavadurioù deskadurezh uhel ha kevelerien pennañ ar greanterezh evit skoazellañ, sevel skoazelloù etrezo, broudañ ha teuliañ ar yezhoù en arvar hag al liammoù etre minorelezhioù etnikel disheñvel.

>> Sikour a reont ac’hanomp dre atalieroù, treuzkasoù war-eeun d’hon c’hevredigezh, ha liammoù gant minorelezhioù yezhel all er bed a-bezh, hag a zo holl oberiant evit adlañsañ ar yezhoù en o c’humuniezhioù. Prederiañ a reer er mare-mañ war ur raktres evit krouiñ ur gumuniezh kerent o adlakaat o yezh minorelaet er gêr.

 

Deuit da vezañ ur c'hevread en ho tro

KEVREAD SKOL

Evel kelenner-ez ez oc’h un adkaser ar raktres d’ar gerent a gas o bugale er rouedad Diwan pe divyezhek, prevez pe foran pe e-maez kevrat/alternativel hag ez oc’h ur vektor kelaouiñ diwar-benn ar raktres hag aozadur strollegezhioù lec’hel a-benn broudañ o c’hrouiñ ; lakaat a rit ho lec’hioù da dalvezout evit ken-aozañ prezegennoù, kentelioù, atalieroù ret evit ar familhoù ; kelenner skol-veur, yezhoniour, sokioyezhoniour, enklasker, studier oc’h ha kelaouiñ a rit ha lakait ivez da studiañ ar raktresoù kinniget gant ar Challenge en ho departamant, ho klasoù, ho sektor.

KEVREAD MEDIA

Ur gazetenn, ur gelaouenn, ur radio, ur skinwel, ur Web TV, ur chadenn kelaouiñ, un abadenn, ur c’hazetenner oc’h ha c’hoant hoc’h eus da liammañ hoc’h anv ouzh ar raktres pe komz diwar-benn ar raktres a-wechoù pe ingal.

KEVREAD DARVEZH

Aozer darvoudoù oc’h ha c’hoant ho peus da gemer perzh en “Défi des 1000 Familh” evit he skoazellañ a-fet kehentiñ pe a-fet arc’hant ; fellout a rafe deoc’h kinnig ur “C’Horn 1000 Familh” (ul lec’h da gejañ hag eskemm evit ar familhoù) pe kinnig dudi, atalieroù pe obererezhioù d’ur strollad “1000 Familh” lec’hel.

KEVREAD ARC'HANT

Fellout a ra deoc’h arc’hantaouiñ ar raktres dre hoc’h ensavadur, ho mediaoù, hoc’h embregerezh, ho strollegezh, ho ti-kêr, ho kumuniezh kumunioù ha kemer perzh evel-se en e skignañ en ho endro.

KEVREAD ENSAVADUR

Dre skoazellañ ar raktres e vez brudañ anezhañ ha kemer perzh en e sevel, e arc’hantaouiñ hag e skignañ ; kinnig a rit elfennoù, ostilhoù ha tud evit kemer perzh e sevel ar C’hefridi.

KEVREAD KEVREDIGEZH

Ur gevredigezh kentelioù noz, banneoù soubañ, stajoù, dañs, abadennoù sevenadurel pe obererezhioù sevenadurel a bep seurt (Ti Ar Vro, Emglev, Kelc’h Dañs, Fest-Noz, h.a.) oc’h.

KEVREAD STUMMAÑ

C’hwi zo un aozadur stummañ a ginnig kentelioù brezhoneg, kentelioù hir ha berr, dibenn-sizhunoù fonnus, kentelioù dre soubidigezh, stummadurioù resis ha c’hoant ho pefe da gaozeal diwar-benn ar raktres, lakaat hoc’h aozadur da gemer perzh er raktres… Ha marteze kenkrouiñ gant skipailh Défi ur stummadur pe ur skourr resis en hoc’h aozadur !

KEVREAD AFER

Ur merk oc’h, ur stal, un embregerezh hoc’h eus ha c’hoant hoc’h eus da gevreañ hoc’h embregerezh gant an daeadenn dre ur skoazell arc’hantel pe dre ar mediaoù.

Ar c'henseurted

Kit e darempred ganeomp evit gwelet peseurt eskemm a c’hellfemp komz asambles ! Setu un nebeud kinnigoù :

•⁠ Ho logo war hon dafar kehentiñ : lec’hienn internet, skritelloù, follennoù, mediaoù sokial, lizheroù-kelaouiñ, h.a.

•⁠ Diskouezet er mediaoù niverel : posteloù gouestlet war ar mediaoù sokial, enframmadur e videoioù bruderezh, hag all.

•⁠ Menegiñ er mediaoù : kemennadennoù kelaouiñ, atersadennoù, abadennoù, emvodoù, h.a.

•⁠ Posupl eo kaout ur banniel pe ur stand en un abadenn resis.

•⁠ “Kevread ofisiel” meneget a-us ur sammad resis.

Facebook