Hon pevarvet peul

Al liamm etre rummadoù

An dalc'h ?

Adstagañ al liamm etre ar rummadoù en ur vroudañ Silent Speakers e Breizh – dreist-holl ar yezherien a-vihanik – da gomz brezhoneg gant Engaged Parents. Bodañ an holl vrezhonegerien da gomz gant ar vugale, ma n’o deus ket pe ma ne gomzont ket outo zoken, evit sevel live yezh ar vugale a gomz dija er gêr pe er skol hepken kuit da vezañ ankounac’haet ar barregezhioù yezhel hag an ouiziegezh hengounel.

Perak ?

•⁠ Dre liammoù etre ar rummadoù e vez adkempennet al liamm a vank evit adtapout ar c’henderc’hañ en treuzkas.

⁠•⁠ Tennañ gounid eus barregezh tud all evit deskiñ, diorren pe mirout hor barregezhioù yezh.

⁠•⁠ Rannañ ar gouiziegezh a gaver er yezh, dreist-holl al liamm gant ar sevenadur hag an douar.

Penaos ?

•⁠ Labourat gant ensavadurioù Breizh ha Rannvro Breizh evit kinnig lakaat da dalvezout e Breizh ar reizhiad MAP savet gant Leanne Hinton (Mentor-Apprentice Program), a c’hellfe bezañ sellet outañ war meur a skeul : er strolladoù lec’hel, etre familhoù, pe etre hiniennoù en un doare frammet. Skipailh ar 1000 Familh a labour gant Kentañ Kuzul Sevenadurel ar Bobl (FPCC), a harp Broadoù henvroat Kanada en ur sevel MAP Leanne Hinton en un doare kemplezh-kenañ.

⁠•⁠ Prezegennoù gant kevelerien lec’hel a labour evit ar yezh evit lakaat an holl yezherien da vezañ emskiant war an dachenn.

⁠•⁠ D’an holl eo dont da vezañ emskiant eus ar c’hudennoù a-benn klask ha kendrec’hiñ an holl Silent Speakers e Breizh ha sikour anezho da vezañ emskiant eus an Alc’hwez Aour a zo enno. Ar soñj eo lakaat anezho da vont e darempred gant familhoù o deus ezhomm e vefe komzet gant o bugale. Displegañ d’ar “Mentourien yezhoniel” nevez-se hon eus ezhomm anezho evit hor bugale. Piler 4, strolladoù 1000 Familh lec’hel, pe banneoù soubañ evel Brezhoneg Er Familhoù eus kevredigezh KEAV, a zo un doare da grouiñ tachennoù emgav.

Soñjit bepred : ar Vāoried o deus graet, ni ivez !

Facebook