Kerent Kannad !
Ho skiant-prenet eo ho barregezh.
Implijit an doare simpl da rannañ ho barregezhioù evit sikour ar re a gemer perzh er c’houlzad !
Deuit da vezañ Kerent Kannad er Gumuniezh 1000 Familh
Komz d’ho pugale en ur yezh ha n’eo ket ho yezh-vamm zo un dra diaes…met posupl eo : kalz a familhoù o deus graet an dibab-se dija !
- Komz a rit dija brezhoneg d’ho pugale abaoe o bugaleaj ?
- Ha faot a rafe deoc’h sikour kerent all da vont war-raok gant an avantur-mañ ?
- N’hoc’h eus ket bugale pe ne gomzit ket outo met c’hoant hoc’h eus da gemer perzh ?
Pep tra ho peus evit dont da vezañ “Kerent Kannaded ” !
Petra eo perzh Kerent kannad ?
Dont da vezañ kannad ar gerent a dalv kemer perzh a-youl vat e sevel ar “Kumuniezh 1000 Familh” ha gallout mentorañ familhoù all a zo o kregiñ gant an avantur adlakaat ar brezhoneg en o liammoù fromel. Ret-holl eo kannaded ha n’o deus na bugale na komzont brezhoneg ganto rak ezhomm hon eus eus an holl gomzerien da zont da gaozeal gant hor bugale ha da adkrouiñ al liamm etre ar rummadoù, dres el lec’h m’eo bet troc’het.
• Sevel liammoù lec’hel gant mammoù ha tadoù arall evit skoazellañ ar re a grog diwar netra.
• Krouiñ asambles (kannaded + Kerent a grog) ar “gumuniezh 1000 Familh” gant ho obererezhioù, ho stajoù, ho troiadoù.
• Krouiñ tachennoù eskemm, kinnigoù pe komzoù diwar-benn ho skiantoù-prenet evit broudañ ha rannañ ar pezh a vevfec’h (pe hoc’h eus bevet) gant ho pugale.
• Deuit e-barzh ar programm Mentoring dre bellgomz pe dre video evit skoazellañ ar gerent (hag ivez ar re a c’hell bezañ pell diouzh o bro, e-maez Breizh, pe en estrenvro).
• Displegañ ar Zaeadenn, an ostilhoù a c’haller kaout, an tuioù a c’haller kaout dezho. Un doare eo da liammañ ha da greñvaat ur gumuniezh skoazell.
Perak oc'h ken pouezus ?
• Rak ur skouer oc’h evit ar gerent o kregiñ gant o hent gant ar brezhoneg.
• Rak barregezhoù zo ganeoc’h da rannañ.
• Rak diskoulmoù ho peus da ginnig.
• Peogwir hoc’h eus ur c’hoant a c’hell skoazellañ anezho.
Kannaded ar gerent, ret-holl oc’h rak tremenet hoc’h eus prantadoù douetañs ma’z oc’h bet gouest da greñvaat ho kredennoù : gouzout a rit eo ur raktres buhez komz ouzh ho pugale en hor yezh orin, hag evel-se ez oc’h un awen evit ar re all. Digoret hoc’h eus an hent da re all na oa ket merket c’hoazh ; ur stourmeur yezh kreñv oc’h hag a c’hell sikour kerent all da zizoleiñ, d’ober traoù ha da virout o youl. Poent eo e vefe anavezet ho strivoù hag e c’hellit kemer dorn ar re o deus ezhomm hiziv.
Ret eo deomp rannañ ur sell a-gevret, ur sell hag hon eus tamm douetañs ebet e tizhimp 1 000 familh o treuzkas ar brezhoneg d’o bugale a-benn 10 vloaz evit ma vo c’hoant hor bugale ivez da dreuzkas o yezhoù d’o bugale.