Deuit da vezañ unan eus ar 1000 familh
ha labourat evit tizhout hor pal boutin : adlakaat ar brezhoneg er familhoù !
Ur roll a-hed 10 vloaz
Lakaet eo hor palioù bloaziek betek 2036.
Bloaz 1 : 50 familh
Bloaz 2 : 100 familh
Bloaz 3 : 150 familh
Bloaz 4 : 250 familh
Bloaz 5 : 350 familh
Bloaz 6 : 500 familh
Bloaz 7 : 650 familh
Bloaz 8 : 800 familh
Bloaz 9 : 900 familh
Bloaz 10 : 1000 familh
Sklaer eo an endro
Lavarout a ra ar yezhoniourien, prouiñ a ra an neuroskiantoù, ha diskouez a ra deomp an anaoudegezh : hep bezañ adlakaat en ti, adalek un oad yaouank-tre, ne c’hello ket padout ar yezh. O komz brezhoneg d’hor bugale e kinnigomp dezho an tu da zivizout emskiant e vo treuzkaset ganto o-unan un deiz bennak un hêrezh bev d’o bugale—ha ne vefe ket un hêrezh mirdi.
En un adlañsañ ar brezhoneg el lec’h e oa bet troc’het e lezomp ar yezh kenderc’hel gant he hent a-hed an oadvezhoù evel m’he doa graet betek nevez zo. Ur garg hon eus en e geñver ha gallout a reomp enkorfañ al liamm a vank, dre dresañ an torr e-lec’h oa c’hoarvezet : er familhoù.
Ha n’omp ket hon-unan : setu ar pezh a c’hoarvez gant meur a henvroat dre ar bed.
Pep familh a zo pouezus
En ur ouzhpennañ hoc’h anv er C’houlzad 1000 Familh evel kerent, ne chomo nemet 999 familh evit kas da benn ar C’houlzad 1000 Familh a-benn miz gwengolo 2035. Pep familh a gont, pep sinadur, pep engouestl zo ur pazenn tostoc’h ouzh dazont hor yezh.
Pa zeuit e darempred ganeomp evit ar wech kentañ e kinnigomp deoc’h ur skoazell personelaet diouzh ho ezhommoù (pe get!), ho tachenn hag ho barregezhioù. Ma fell deoc’h e vo savet ivez ur planig yezhel — un ostilh galloudus implijet gant ar Vāoried, e-touez reoù all — evit skoazellañ ho mennozhioù, stummañ ho divizoù asambles ha raktresañ ho oberoù.
An holl familhoù ha muioc'h c'hoazh !
— Pe ne gomzit ket c’hoaz brezhoneg = ho pugale n’int ket ganet c’hoaz pe int yaouank,
— Pe e vefec’h c’hoaz o teski brezhoneg = ho pugale n’int ket ganet c’hoaz pe int yaouank,
— Pe ho peus kroget nevez zo da gomz brezhoneg = ho pugale n’int ket c’hoazh ganet pe yaouank,
— Pe e vefec’h kroget un nebeud bloavezhioù zo pe muioc’h eget un dek vloaz zo = ho pugale a zo dija un nebeud bloavezhioù, a-raok bezañ krennard, pe krennarded zoken (c’hoant hoc’h eus ivez da vezañ kannad ar gerent),
— Pe n’ho peus ket mui bugale en ti = tud deuet eo ho pugale (deoc’h-c’hwi eo da zibab hag-eñ e fell deoc’h bezañ lakaet e-barzh ar c’hont 1.000 Familh pe get ; gallout a rit bezañ Parent Ambassador ivez).
Kemeromp hon chañs !
An neuroskiantoù a lavar deomp pegen pouezus eo komz a-raok 3 bloaz, met dindan 6 vloaz e c’haller kregiñ c’hoazh, hag ouzhpenn 7 vloaz zoken, e c’haller, daoust ma’z eo diaes, gant doareoù disheñvel, evit doujañ surentez yezhel pep hini.
Pe e vefec’h brezhoneger pe get, pe e vefec’h a lies orin, pe e komzit yezhoù all dija, pe e vefec’h unyezhek e galleg, ar pezh nemetañ a gont eo ar c’hoant da vevañ kenskoazell tro-dro d’an adsavidigezh.
Piv bennak e vefec’h e c’hallit kemer perzh en ur Challenge istorel, ur Challenge a c’halv ac’hanomp da Vreizh abaoe pell hag a zo bet kemeret gant ar Vaoried dija. Gallout a reomp dibab hiziv kemer o dorn astennet, beajiñ asambles war un hent a anavezont dija.
Ur post evezhiañ
Ret-holl eo kaout ur savboent evit sellet ha dielfennañ an darvoud evit muzuliañ an efedoù :
Kevredigezhel : Kas war-raok ar raktres bodañ an holl vrezhonegerien en-dro d’an Defi, krouiñ ur Gumuniezh kerent, ur rouedad kenskoazell ha kendivizout hag a vod ar vrezhonegerien nevez e strolladoù soubidigezh lec’hel.
Yezhoniezh : mont war-raok e barregezhioù yezh, deskiñ dre liammoù sokial e strolladoù lec’hel (programmoù soubidigezh), kreñvaat ar barregezhioù eztaol.
Armerzhel : Krouiñ embregerezhioù mikrolec’hel a laka perzhidi lec’hel da gemer perzh.
Diorroadur ar raktres

Bloavezhioù 1 ha 2 (2026/2027)
Pazenn arnodiñ : Kregiñ gant ar c’hontadennoù, krouidigezh ur post labour a-hed ar bloaz, lakaat ar programm da dalvezout, sevel kevredigezhioù, diorren ar c’hemennadennoù, “galv” d’ar gerent, krouidigezh strolladoù lec’hel (+ sevel atalieroù, obererezhioù enframmet ha dre soubidigezh), kannaded ar gerent, darempredoù gant pourvezerien servijoù evit kefridioù resis, kendivizoù, ledanaat ar raktresoù.
Bloavezhioù 3 ha 4 (2028/2029)
Astenn ar rouedadoù darempredoù hag ar c’hevredigezhioù, lakaat e pleustr stummadurioù resis evit ar gerent, kreñvaat ar c’hemennadennoù ha lañsañ ur c’houlzad nevez, klask arc’hant resis evit skoazellañ ar gerent, krouiñ un eil post labour a-hed ar bloaz, sevel ar Programm Mentor-Deskidi. Krouidigezh un abadenn e kenlabour gant KEAV o vodañ an holl familhoù.
Bloavezhioù 5 ha 6 (2030/2031)
Klask arc’hantaouiñ resis evit skoazellañ ar gelennerien (Kannaded ar Gerent) ha lakaat ar Programm Kelennerien-Deskidi war-sav war un dachenn vrasoc’h, kreñvaat ar strolladoù lec’hel, hag aozañ beajoù en estrenvro evit en em gavout hag eskemm gant poblañsoù minorelaet all gant konteksoù heñvel.
Bloavezhioù 7 ha 8 (2032/2033)
Kreskiñ, skoazellañ ar re kentañ erruet a c’hellfe kuitaat ar skol, ha kenderc’hel da wellaat ar stummañ evit ar gerent nevez-deuet.
Bloavezhioù 9 ha 10 (2034/2035)
Kreñvaat ha ledanaat, ha skoazellañ ar c’holl nerzh.
E 2036 e vo trec’het aes ar c’houlzad 1 000 familh ha lidañ a raimp hor berzh !