Hon eil peul
Yac’haat dre ar Yezh

Ar pal ?
Er familhoù e oa bet an Disrann Yezhel, sed amañ e rankomp distreiñ. Evit treuzkas ur yezh d’hor bugale e rankomp bezañ dieubet diouzh hor goulennoù hag hor prederioù diwar-benn seurt raktres, met ivez diouzh an eñvorennoù liammet gant hon istor yezhel koulz ha diouzh an droug-spered yezhel brezhonek a-stroll a gas d’an Disurentez Yezhel ; kompren luskadoù ar Justis Yezhel evit ma ne viot ket mui c’hwi, Kerent Engouestlet, hag ho pugale, en douetañs, en em glemm hag en disurentez, pe e vefe diwar ho penn pe diwar ho hêrezh.
Perak ?
• Bezañ kelaouet diwar-benn an Heskinerezh Yezhel a zo bet c’hoarvezet e Breizh (hag er bed a-bezh) hag a c’hellfe bezañ krouet ganti an Disurentez Yezhel abalamour d’an diforc’hioù etre ar yezherien pe o diskennidi.
• Gant an titouroù-mañ e c’hellan kaout fiziañs em ziviz hep santout Disurentez Yezhel, evel komz dirak tud all er straedoù, met ivez bezañ gouest da gelaouiñ tud all tro-dro din hag a ra goulennoù (“Perak e komzit brezhoneg d’ho pugale ?”, “Ur yezh eo e gwirionez ?”, h.a.).
• Adkavout ar surentez yezhel a-benn enframmañ ar yezh en un doare aesoc’h ha lezel ac’hanon treuzkas anezhi d’am bugale hep bezañ saotret gant istorioù ma familh, gant didalvoudegezh ar yezh, pe gant ar vezh treuzkaset gant ar c’hlichedoù sevenadurel ha sokial rannet gant ar Vretoned hag an holl vinorelezhioù yezhel er bed a-bezh.
• Evel ma rae ar Vāoried eo ret-holl magañ ur sell boutin laouen a-fet sikour an eil re gant ar re all ha raktresañ adsavidigezh, adperc’hennañ hag adtapout ar brezhoneg e-barzh ar familh.
Penaos ?
• Dre ar C’Helc’hioù Yac’haat d’ar Yezh® awenet gant an doareoù Māori (KMK) met ivez gant an doareoù kinniget gant ar Raktres Yezhoù En Arvar (ELP) hag ivez gant Déclic CNV, ar Restorative Circles® Dominic Barter (a vez pleustret e Bro-C’hall gant François Cribier ha Déclic) hag ar c’homz.
• Dre bodadoù kinniget gant skipailh Daeadenn ar 1.000 Familh, o tiskouez labour a-vremañ an UNESCO, ar C’hengevread Hollvedel evit ar Gwirioù Yezhel, Diazezadur ar Justis Yezhel, diwar-benn preder ar prezegennerien mut kinniget gant Kentañ Kuzul Sevenadurel ar Bobl (FPCC) hag er c’humuniezhioù samiek, hag ivez labourioù graet e Breizh kemen hag e Bro c’hall gant : Boquel, Jean-Jacques Kress, Rozenn Milin, Philippe Blanchet, Stefan Moal, Madeleine Adkins, Ronan Le Coadic diwar-benn kudenn an drougimplij liammet ouzh an disrann yezhel.